Gweladenn heñchet e brezhoneg diwar-benn istor bouc'hal levn Plusulian
Gweladennet e vo da zigentañ mirdi an arkeologiezh ha war-lerc'h e vo baleet tro-dro da vengleuz Kelfeneg. An digarez d'ober anaoudegezh e brezhoneg gant istor bouc'hal levn Kelfeneg.
-
August 2021
- Sunday 01 14h00 - 17h00
Ar gevredigezh "hentoù arkeologiezh Plusulian" a ra war-dro buheziñ ul lec'hienn istorel eus amzervezh nevez ar maen, mengleuz Kelfeneg, ma vez tennet ar vein levn. Ur mirdi he deus ar gevredigezh evit displegañ an istor-mañ.
D'ar 1añ a viz Eost, ar gevredigezh a ginnig ur weladenn heñchet e brezhoneg diwar-benn istor bouc'hal levn Plusulian. Ar weladenn a grogo da 2e evit ober anaoudegezh gant mirdi an arkeologiezh ha war-lerc'h e vo ur valeadenn tro-dro da vengleuz Kelfeneg.
An abadenn-mañ a vez kinniget da geñver an 10 "pourmeneries de l'été" aozet gant CAC Sud 22 hag a labour war dachenn Loudieg Kumuniezh Kreiz Breizh. Nav anezhe a vo kinniget e gallaoueg. Unan, hini Plusulian, a vo e brezhoneg.
An abardevezh a vo buhezet gant Marc Antoine Ollivier ha Pierre Jezequel.
Emgav da 2e e ti an arkeologiezh (e-kichen an ti-kêr).