Agenda

Gweladenn ha tañva produioù lipous

3 years ago

Saturday 29 October 2022, 14:30

Gweladenn ha tañva produioù lipous gant daou embregerezh : Toazennoù Bro Fisel ha Mel Bro Fisel. Gweladenn e brezhoneg pe e galleg.

Gweladenn ha tañva produioù lipous
  • October 2022
    • Saturday 29
      • 14h30 - 17h30

Pierre-Yves Le Panse a fard toazennoù artizanel a-drugarez da spesadoù ed disheñvel a gresk just e-kichen. Jean-Daniel Bourdonnay, eñ, a vez o teurel evezh ouzh e ruskennoù evit ma vo fardet ur mel saourus. An daou a brofit eus an traoù dispar a vez degaset gant an natur evit kinnig dimp produioù a galite.

Heuliit ar weladenn, an doareoù da dreuzfurmiñ ha tañvait ar produioù-se eus ar vro.

Tregorn - Tregornan

Tregornan, 22110 Glomel