Agenda

Gouel evit ar Redadeg e Karaez

4 years ago

Tuesday 24 May 2022, 19:00

D'ar meurzh 24 a viz Mae e tremeno ar Redadeg e Karaez ! Un abadenn a vo kinniget adalek 7e war plasenn ar Marc'hallac'h, e-kichen delwennoù ar c'hoarezed Gwadeg.

Gouel evit ar Redadeg e Karaez
  • May 2022
    • Tuesday 24
      • 19h00 - 23h00

Setu ar programm :
- C'hoariva gant strollad liseidi Diwan - Pezh hag a zo bet kinniget e meur a skol e-pad un droiad e Breizh. Gwech ebet e Karaez c'hoazh !
- Bagad Karaez
- Klervi ha Brewen (akordeoñs - kan)
- Ifig Flatrès - Riwal Fustec (Kan-ha-diskan)
- Lirn ha Josselin (sonerien)
- Brewen ha komper (kan-ha-diskan)

War al lec'h : krampouezh, bara pok-ha-pok ha tavarnig.

Ar c'hilometr 1037, da 10e05 noz e kroashent-tro ar gar a vo hini ar yaouankiz. Roet e vez emgav d'an holl skolidi, skolajidi ha liseidi evit redek asambles a-hed ar ru vras betek lec'h ar gouel, e-lec'h ma vo roet ar vazh-test da Gêr Karaez.
Reuz ha plijadur a vo !

Place des Sœurs Goadec (Carhaix) - Plasenn ar C'hoarezed Gwadeg (Karaez)

Place du Champ de Foire, 29270 Carhaix-Plouguer