Cow-boy ba'n ti feurm (Kamp e brezhoneg, 7-13 vloaz)
Faotañ a ra deoc’h bevañ e-mesk al loened hag e-kreiz an natur ? Deuit ganeomp neuze ! Aozet gant Ar feurm e Tremargad.

-
November 2021
-
Tuesday 02
- 9h00 - 23h59
-
Wednesday 03
- 0h00 - 23h59
-
Thursday 04
- 0h00 - 23h59
-
Friday 05
- 0h00 - 17h00
-
Tuesday 02
Evit an diskar-amzer ‘vimp ‘barzh an ti bras, tost ouzh ar feurm. Goude bezañ goroet Penn Gwenn, Penn Ruz ha Penn Kalet ha bout graet war-dro al loened all ‘vo dastumet frouezh an diskar-amzer. Ha ‘benn neuze ez aimp da vale gant ar c’hezeg a-dreuz ar parkeier hag ar c'hoadoù. E fin an deiz 'vo moiaen da ziskuizhañ ‘tal an tan, o kanañ pe o c’hoari.
Registration:
