Agenda

Emvod kelaouiñ stummadur war ar brezhoneg 6/9 miz gant Roudour

5 May 2021 | 10h00 - 12h00

Wednesday 5 May 2021, 10:00

Roudour a aoz un emvod kelaouiñ enlinenn evit kinnig e stummadur war ar brezhoneg 6/9 miz e Karaez.

Emvod kelaouiñ stummadur war ar brezhoneg 6/9 miz gant Roudour
  • May 2021
    • Wednesday 05 10h00 - 12h00

C'hoant da cheñch micher ? Liammet eo ho raktres micherel gant ar brezhoneg ? C'hoant ho pije da gomz brezhoneg gant ho familh ? Kinnig a ra Roudour ur stummadur 6 miz a grogo e miz gwengolo 2021. Gellet a reer astenn ar stummadur gant tri miz ouzhpenn etre miz Meurzh ha miz Even 2022.

Ar stummadur hir a sikour da gavout labour e brezhoneg, pe vefe en deskadurezh, gant ar vugaligoù, er sevenadur pe c'hoazh er mediaoù.

Petra eo pedagogiezh Roudour ? Adalek penn kentañ ar stummadur e vez lakaet ar stajidi da selaou hag adober jestroù graet gant ar stummerien, gant ar pal kompren ar gerioù implijet, mimañ ha tresañ anezho.
"TPR" eo anv an teknik-se, "Total Physical Response", un doare da zeskiñ buanoc'h a vez implijet gant stummerien Roudour. "Deskiñ hep gouzout deomp" evel ma lâr ar stajidi alies.