Agenda

Emvod kelaouiñ hag aozañ GBB 2023

Un emvod 1añ, kalz a-raok ar gouel, evit ober anaoudegezh, eskemm mennozhioù, huñvreal ha mont war-raok. Evit ma vo GBB gouel an holl vrezhonegerien.ezed !

Samedi 30 avril 2022, 10h00
Conditions
Digor d'an holl, kasit ur gerig a-raok evit bezañ kelaouet kenkas ma vefe cheñchamentoù bras (lec'h, eur...)
Emvod kelaouiñ hag aozañ GBB 2023
Mignoned ar Brezhoneg

GBB a zeu a vo d'ar Gwener 30 a viz Even betek an 2 a viz Gouere 2023 e Langoned.

Kinnig a reomp d'an holl a zo dedennet evit kemer perzh en aozadur mont da gejañ gant skipailh aozerien hag aozerezed ar gouel. D'ar Sadorn 30 a viz Ebrel 2022, etre 10e ha 12e30, e sal ar re yaouank (a-us ar vediaoueg) e Langoned.

Un emvod kentañ, kalz a-raok ar gouel, evit ober anaoudegezh ha kinnig deoc'h roll an traoù d'ober, eskemm mennozhioù, hunvreal ha mont war-raok.

Goude an emvod, evit a re a fell dezho mont ivez d'an abadenn tañva d'ar golf e brezhoneg (Sadorn 30/04 adale 2e30 e Langoned) e kinnigomp deoc'h debriñ war al lec'h ha ranañ ur pred asambles (pik-nik ha grilhadennoù, pep hini a gaso traoù).

Festival, Gouel, GBB, Langoned, Brezhoneg, Taol-lañs
  • avril 2022
    • samedi 30
      • 10h00 - 12h30

À propos du lieu

Sal ar re yaouank, Langoned Plasenn Morvan, LangonedLangonnetBretagne

Accès

Sal ar re yaouank, Langoned
Informations de contact