Dorioù Digor : Skol Diwan Karaez, d'an 13 ha 14/06/2025
Deuit da weladenniñ ar skol hag ar raktresoù pedagogel ! Dizoloit ar salioù klas war an amzer skol, komzit gant ar skipailh kelenn. C'hoarioù-taol, stalioù-dorn, 'vo evit ar vugale d'ar sadorn vintin.

-
June 2025
- Friday 13 9h00 - 18h00
- Saturday 14 10h00 - 12h00
Dorioù Digor | Portes Ouvertes
Dalc'het e vo koulzad an dorioù digor d'an 13 ha d'ar 14 a viz Even 2025 e Skol Diwan Karaez.
Ur skol gevredigezhel zo anezhi, o vont en-dro dre ur bedagogiezh dre soubidigezh a-hed an amzer.
Dizoloit ar salioù klas hag ar savadurioù, an obererezhioù, ar raktresoù pedagogel, aergelc'h ar c'hlasadoù.
Tapit titouroù diwar-benn ar soubidigezh, an divyezhegezh abred, ar c'hantin, an eurioù-skol, an diwallerezh, an treuzdougen... Ar c'hentelioù a vez e brezhoneg penn-da-benn ha broudet e vez ar vugale da vont e brezhoneg kenetrezo war an amzer troskol (er c'hantin, en diwallerezh, war ar porzh-skol...).
80 % eus ar gerent ne gonzont ket brezhoneg. Ur prantad skoazell labour-skol a vez bep sizhun. Aozet e vez mintinvezhioù tañva d'ar brezhoneg d'ar gerent, diwar taol-lañs ar gevredigezh.
- D'ar gwener 13/06: 9e-6e g.k. war emgav: Degemeret e voc'h gant Anne-Lise Deleon, renerez skol. Gweladenniñ ar savadurioù ha prantad koaz gant ar skipailh kelennwar an amzer skol.
- D'ar sadorn 14/06 : 10e-12e : Gweladenniñ ar savadurioù gant ar skipailh pedagogel, prantad koaz gant ar gerent war al lec'h. Stalioù e brezhoneg evit ar vugale (c'hoarioù-taol, stalioù-dorn, kanañ), kaset gant kernt zo. Digorlid ar c'hantin nevez-flamm da 11e d'ar sadorn.
Daremprediñ : 02 98 93 33 66, skol.karaez@diwan.bzh
Pajenn Fb : https://www.facebook.com/skoldiwankaraez/