Agenda

[RAOK AN HAÑV] Chakod deiz & noz à Carhaix

31 May 2024 | 10h00 - 22h00

Friday 31 May, 10:00

Filmoù chakod zo ur gentrivadeg filmoù berr, e brezhoneg hag istitlet e galleg, An abadenn vras Chakod deiz ha noz a vez lakaet e-plas evit ar wech kentañ e Kreiz-Breizh, e Karaez.

[RAOK AN HAÑV] Chakod deiz & noz à Carhaix
  • May 2024
    • Friday 31 10h00 - 22h00

Filmoù chakod zo ur gentrivadeg filmoù berr, dindan 3 munut, e brezhoneg hag istitlet e galleg, savet gant ur pellgomzer pe ur benveg-foto bihan.
Tem ar bloaz-mañ zo « Treuzkas ».
An abadenn vras Chakod deiz ha noz a vez lakaet e-plas evit ar wech kentañ e Kreiz-Breizh, e Karaez. E-pad an deiz e vo degemeret skolajoù ha liseoù ar vro. Diouzh noz, da 7e, e vo roet plas d’un abadenn digor d’an holl. Un eurvezh skignadenn, vot gant ar publik, boued ha sonerezh, ha disoc’hoù ar genstrivadeg !
Ur seurt gouel Cannes e brezhoneg, gant un tapis ruz ha fent evel-just ! Deuit gwisket chik ha cheuc’h !
Kevelerezh gant ar gevredigezh Contrechamp ha Daoulagad Breizh.

Cinéma Le Grand Bleu - Sinema Ar Gazeg C'hlas

Rue Jean Monnet, 29270 Carhaix-Plouguer