Deskiñ brezhoneg
Taol grenn war an doareoù da (beur)zeskiñ brezhoneg : Desketa, kentelioù, danvez,...

-
March 2025
- Saturday 08 10h00 - 12h00
Darvoud diwar-benn an deskiñ brezhoneg d’ar Sadorn 8 a viz Meurzh da 10e e mediaoueg-c’hoariaoueg Gourin, da-geñver Mizvezh ar brezhoneg.
E-pad an daol grenn-se e vo diskouezet an doareoù da (ad)deskiñ brezhoneg pe da vont war-raok gant ar brezhoneg, e Bro ar Roue Morvan dreist-holl :
• Al lec’hienn Desketa (savenn emzeskiñ lañset e 2024 gant Ofis Publik ar Brezhoneg), kinniget gant Fulup Jakez, rener OPAB,
• Ar c’hentelioù hag ar stummadurioù brezhoneg hag ar skolioù divyezhek zo e bro Gourin, kinniget gant an emglev-bro Raok,
• An dastumadoù hag abadennoù brezhonek e mediaouegoù-c’hoariaouegoù Roue Morvan Kumuniezh, kinniget gant mediaouegerezed ar rouedad Gwezenn.
E 4re estaj Kreizenn Dr Paul Loheac, 13 straed Dr Jacques Rodallec e Gourin