Abadenn tañva vras d'ar brezhoneg e degouezh Tro Menez Are
Deuit da gemer perzh en un abadenn tañva vras goude ho tro-vale e Menez Are !

-
May 2022
-
Thursday 26
- 16h45 - 17h15
-
Thursday 26
Ar gengevredigezh evit ar brezhoneg e Kreiz-Breizh Raok hag ar greizenn-stummañ Roudour a ginnig deoc'h kemer perzh e kentel a-stroll brezhoneg brasañ "ar bed" !
Diazezet war an Hentenn TPR (Réponse Physique Totale), 2 stummer eus ar scop Roudour a ginnigo deoc'h deskiñ dindan un nebeud munut 50 ger diazez e brezhoneg a-drugarez d'an hentenn-mañ hag a adkemer teknikoù deskiñ ar yezh gant ar vugale.
Dindan stumm ur c'hoari e tremeno an abadenn-mañ. An holl dud na ouzont ket ar yezh c'hoazh a c'hell kemer perzh. Er fin e vo diskouezet un daolenn e-kichen al leurenn gant an holl c'herioù bet desket e-pad an abadenn.
Emgav war ar blasenn dirak Leti al Lenn (9 straed ar Jeneral De Gaulle) !
