Agenda

Tro-vale e brezhoneg er C'hastell-Nevez

4 years ago

Saturday 23 July 2022, 10:00

Deomp d'ober anaoudegezh gant Ar C'hastell-Nevez ! Kanol eus Naoned da Vrest, Pont ar Roue, skluz Boudrac'h... Ur bern lec'hioù ha gweloù kaer ha leun a istor !

Tro-vale e brezhoneg er C'hastell-Nevez
  • July 2022
    • Saturday 23
      • 10h00 - 16h00

Tud eus ar gumun a vo aze ganimp evit degas ur bern titouroù diwar-benn istor ar vro.

Troiad 9,5 km. Al lusk a vo sioul met ret eo bezañ un tamm kustum da vale memestra.

Degasit ho sac'h-kein hag ho pik-nik evit kreisteiz.

Dav eo lakaat e anv a-raok mar plij : https://framaforms.org/bale-er-chastell-nevez-randonnee-en-breton-a-chateauneuf-du-faou-1657103931

Digor d'an holl liveoù, eus ar re a grog gant ar yezh d'ar re ampart, pe c'hoazh d'ar re na ouzont ket ar yezh c'hoazh hag o deus c'hoant da glevet anezhi.

Aozet gant Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh hag Oaled Landelo.

Kastell-Nevez-ar-Faou - Châteauneuf-du-Faou

29520 Châteauneuf-du-Faou