Agenda

Staj war ar brezhoneg dre soubidigezh e Bro Pourlet (KLOK)

31 July 2020 | 0h00 - 17h00

27 - 31 July 2020

Ur staj Bod ha Boued, digor d’an holl, e Pleurdud. Aozet gant Skol an Emsav.

Staj war ar brezhoneg dre soubidigezh e Bro Pourlet (KLOK)
  • July 2020
    • Monday 27 9h00 - 23h59
    • Tuesday 28 0h00 - 23h59
    • Wednesday 29 0h00 - 23h59
    • Thursday 30 0h00 - 23h59
    • Friday 31 0h00 - 17h00

Evel bep bloaz, abaoe 2011, e vo ar staj e brezhoneg penn da benn, digor d’an holl re a faot dezhe mont war-raok gant ar yezh, gwelet poentoù yezh nevez, geriaoueg…ha dreist-holl kaozeal, ober traoù e brezhoneg ha kaout plijadur !

Brezhoneg, brezhoneg !

Ar c’hentelioù, ar pourmenadennoù, ar gweladennoù, ar predoù, ar filajoù, pep prantad a vo e brezhoneg hag e brezhoneg nemetken !

Un en-dro a-feson evit labourat war ar c’hompren hag evit komz !

Gellout eskemm, labourat war al liveoù yezh, kaout plijadur dre ar brezhoneg (e-pad ar c’hentelioù, ar mareoù evit lakaat ar poentoù studiet e pleustr, ar gweladennoù…) a vo war roll-labour ho sizhunvezh staj.

Ur staj a-feson evit ar re o deus bet ar yalc’had « Skoazell » !

Ploërdut - Pleurdud

56160 Ploërdut