Staj Kreiz-Breizh war velo 2022
Tremenit vakansoù dre soubidigezh war varc’h-houarn e-pad an hañv.

-
August 2022
-
Monday 01
- 9h00 - 23h59
-
Tuesday 02
- 0h00 - 23h59
-
Wednesday 03
- 0h00 - 23h59
-
Thursday 04
- 0h00 - 23h59
-
Friday 05
- 0h00 - 17h00
-
Monday 01
Ar gevredigezh Raok a ginnig vakansoù dre soubidigezh e brezhoneg war varc’h-houarn e Kreiz-Breizh. Eus ar 1añ betek ar 5 a viz Eost 2022 e vo.
Petra eo roll ar staj-mañ ?
Loc’hañ a raio eus Karaez da vont da v/Melioneg ha da c’houde d’ar Faoued, d’Ar Sent, da Landelo ha da vBrasparzh e pemp devezh. Etre 30 ha 40 kilometr e vo graet bemdez war varc’h-houarn. Gwelloc’h eo bezañ kustum da vont war velo un tammig memestra pe mod-all implijout ur velo tredan.
Prantadoù stummañ a vo kinniget gant stummerien Roudour. Kejet e vo ouzh brezhonegerien eus ar vro gant ar strollad hag evel-just e vo gwelet lec’hioù kaer Kreiz-Breizh.
Evit piv eo ar staj-mañ ?
Evit ar vrezhonegerien a fell dezho kaozeal e brezhoneg penn-da-benn e-pad ur sizhun ha pinvidikaat o live yezh eo.
Evit an holl dud a fell dezho ober anaoudegezh gant Kreiz-Breizh dre ar brezhoneg.
Dav e vo bezañ gouest da gompren ha kaozeal e brezhoneg. Degemeret e vez an dud o tapet al live A2 da nebeutañ. (Gouzout hiroc’h : Qu’est-ce que le niveau A1, A2 ou B1…? En savoir plus sur le CECRL)
Penaos e vo aozet ar staj ?
Lec’hioù kousket : An nozvezh kentañ e vo kousket en un dachenn-gampiñ (degas e deltenn. A-hend-all e vo kinniget un diskoulm ma n’ho peus ket unan). Evit an nozvezhioù all e vo kousket e-barzh un ti bep tro.
Boued : Tremenet e vo dre lec’hioù evel stalioù-bara pe ispisirioù ha gourmarc’hadoù evit ober prenadennoù. D’ar stajidi da vezañ emren evit merenn. Fardet e vo boued asambles diouzh an noz, hag an dijuniñ a vo meret ganeomp ivez.
Ur c’harr-samm a heulio ar strollad bemdez ha degas a raio ar seier hag ar boued.
Ma n’ho peus ket ur marc’h-houarn e c’hellit feurmiñ unan e tachenn-gampiñ Karaez.
