[RAOK AN HAÑV] Sonadeg Mouilc'hi
Un deirad a Vro Dreger eo Mouilc'hi, savet gant Tara Uhelloù-Meyler, Nolwenn Falezan-Menguy ha Loeiza Lever-Crue.
![[RAOK AN HAÑV] Sonadeg Mouilc'hi](https://cdn.openagenda.com/main/2f8238a61d3249e8a97f1ecec6a306e3.base.image.jpg)
-
June 2024
-
Saturday 01
- 18h00 - 20h00
-
Saturday 01
En 2018 e oa bet lañset ar strollad gant ar c'hoant kanañ e brezhoneg e mod lieskan.
Pigosat a reomp ba'r c'hanaouennoù bet dastumet e Breizh, pozioù hengounel dezhe pe pozioù modernoc'h. Plijout a ra deomp treiñ kanaouennoù deuet deus broioù all peotramant krouiñ pozioù nevez e brezhoneg.
Awenet omp gant tudennoù hon istorioù, tud war ar riblenn, tud divouezh, merc'hed disuj o klask kas o buhez e-barzh ur bed kriz ha didruez. Melkoni, hiraezh met ivez stourm ha dalc'husted, setu fromoù a vo klevet e-barzh hon c'hanaouennoù...
