Rakskignadenn an teulfilm "Plijadur an Ijin (Bernez Tangi)"
Sevenet gant Mikael Baudu. Produet gant France 3 Breizh.

-
January 2020
-
Saturday 11
- 17h15 - 19h00
-
Saturday 11
PLIJADUR AN IJIN
War al lec'h e vo ar sevener ha Bernez Tangi.
Teulfilm 26 mn / Sevenet gant Mikael Baudu / Produet gant France 3 Breizh
E brezhoneg istitlet e galleg / Skignet e vo ar film berr "Danse, poussin" a-raok.
« Ur barzhoneg eo un dra vurzhudus. Ne ouezer ket diouzh pelec'h e teu. Strinkañ a ran evel un eienenn er menez...». Un teulfilm diwar-benn ur barzh o tigeriñ e galon.
Komz a ra Bernez Tangi eus beajoù, eus ar garantez, ar seks, mab-den, ar follentez, an harzoù etre ar pezh a zo reizh hag ar pezh n'eo ket... Evit Nolwenn Korbell « e kont Bernez e vuhez marteze met komz a ra diouzhomp holl war un dro. Evit Denez Prigent eo « ur peulvan e-kreiz al lann. »
Brudet eo bet Bernez Tangi da gentañ gant Storlok, ar strollad rok brezhonek kentañ, deut da vezañ ur seurt mojenn...
Ar varzhoniezh eo an arz m'emañ ar muiañ en e vleud drezi eo deut a-benn da dremen dreist ar follentez a grigne e spered.
Kaner eo ivez zoken ma kav e sonioù o brud dindan mouezh tud all evel Nolwenn Korbell, Denez Prigent pe Brieg Guerveno. Gouzout a oar lakaat e yezh da vevañ en e skridoù, e varzhonegoù, e ganaouennoù ken dic'hortoz hag e vouezh raouliet. Kement-se evit brasañ « Plijadur an Ijin ».
