Agenda

Devezh stummadur war ar brezhoneg evit ar vugaligoù | Dafar pedagogel (Karaez)

6 October 2021 | 9h00 - 17h00

Wednesday 6 October 2021, 09:00

Ober anaoudegezh gant an dafar pedagogel evit ar re vihan, ober gantañ hag e implij.

Devezh stummadur war ar brezhoneg evit ar vugaligoù | Dafar pedagogel (Karaez)
  • October 2021
    • Wednesday 06 9h00 - 17h00

Krouet eo bet an devezh stummadur-mañ evit an dañvez animatour-ez-ien-ed, tud a-vicher bed ar bugaligoù, tud gant bugale bihan, hag ar re dedennet gant an dañvez kinniget.

- Tañva d'ar brezhoneg e dachenn ar bugaligoù,

- Kanaouennoù, rimadelloù, dañsoù simpl evit ar re vihan (c'hoarioù bizied, luskellerezh, kanaouennoù liammet gant ar c'hefluskerezh, roñtoù simpl hag all..),

- Kinniget e vo ul lodenn eus an dafar a vez kavet daved ar re vihan e brezhoneg :
penaos e vez kaset a-benn un oberiantiz pe un abadenn evit ar re vihan etre 0 ha 6 bloaz ? Skouerennoù pleustrek kinniget hervez oad ar vugale evit treuzkas ar yezh,
implij an ostilhoù kinniget,
prantadoù dielfennañ ar boazioù labour hag er gêr, eskemmoù.

*Stummadur orin bet krouet evit hag er framm ar gevredigezh DIVSKOUARN.