Agenda

Download :

Abadenn "Allô Tad Nedeleg ? Allô Père Noël ?"

Sunday 22 December, 16:00

Un abadenn fin ar bloaz evit ar familhoù, gant muzik ha ma vez dav kemer perzh, a sil d'ar re vihan kement ha d'ar re vras un nebeud gerioù simpl e brezhoneg.

Mediaoueg Rostrenn - Médiathèque de Rostrenen, Rostrenen

Entre-deux fest #11

Friday 27 December, 15:00

Fest-noz hengounel etre an Nedeleg ha deiz kentañ ar bloaz e Poullaouen. Enoret e vo ar c'houblad Sterenn Diridollou ha Marine Lavigne er bloaz-mañ.

Salle Amzer zo - Sal Amzer zo, Poullaouen

Sonadeg Rozenn Taleg ha Yannig Noguet

Wednesday 18 December, 19:30

Rozenn Taleg ha Yannig Noguet a ginnig o federvet pladenn, Melezour hec'h anv.

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Nedeleg ar ganerien

Tuesday 17 December, 19:00

Aozet gant Arz 'n Diharz/Skol muzik dañs ha teatr Kreiz-Breizh ha Kelc'h Ketiek Rostrenn.

Salle de Kerodin (Plouguernével) - Sal Kerodin (Plougernevel),

Atalier kan "digor" gant Ifig Flatrès

Tuesday 17 December, 18:30

Atalier kan digor gant Ifig Flatrès evit ambroug ar ganerien ha kanerezed diwar o c'hoantoù hag o ezhommoù. Bep eil (pe trede) meurzh ar miz etre 6e30 hag 8e30.

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer

Sinema e brezhoneg e Gourin

Sunday 15 December, 14:00

Skignet e vo ar film bevaat advouezhiet e brezhoneg "Asterix, Domani an Doueed". Istitlet e galleg. Kinniget gant Bod Kelenn.

Cinéma Jeanne d'Arc - Sinema Jeanne d'Arc, Gourin

Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez

Friday 13 December, 19:00

Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez ha Raok.

Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer

Klub # Noz : Nusch ha Toufigkh

Thursday 12 December, 20:00

Sonadeg gant muzik war ar prim gant deskidi skol sonerezh ar Poc'hêr ambrouget gant ar gelennerez Estelle Walter hag an arzourien Nusch Werchowska (piano) hag Ifig Flatrès (kaner awen hengounel).

Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer

Gwerzh a-vras Keit Vimp Bev

7 and 8 December

Nedeleg ha gouelioù fin ar bloaz a zo o tostaat. Deuit da brenañ levrioù hep bezañ rivinet ! Levrioù da 1€, levrioù kollektor, levrioù nevez-flamm, c'hoarioù... Hag ul levr profet d'an holl !

Keit Vimp Bev, Laz

Fest'Hivernales e Karaez

7 and 8 December

An darvoud-mañ a vod evit ar wech kentañ ar saloñs Biolojik ha marc'had Nedeleg, douget gant kuzul-skoazell skol Diwan Karaez.

Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer