Agenda

Staj brezhoneg gant Roudour : Kreiz-Breizh war velo #2

9 August 2019 | 9h00 - 17h00

5 - 9 August 2019

Roudour a ginnig deoc'h adkemer ho marc'h-houarn e 2019 : deskiñ brezhoneg pe en em varrekaat war ar yezh... war velo!

Staj brezhoneg gant Roudour : Kreiz-Breizh war velo #2
  • August 2019
    • Monday 05 9h00 - 17h00
    • Tuesday 06 9h00 - 17h00
    • Wednesday 07 9h00 - 17h00
    • Thursday 08 9h00 - 17h00
    • Friday 09 9h00 - 17h00

Etre daou brantad pedagogel, grit anaoudegezh gant lec'hioù brav Kreiz-Breizh. 100 kilometr bennak 'vo graet e-pad ar 5 devezh staj-se.

Gweladennet 'vo Brenniliz, Groñvel, Gourin, ha Karaez, en ur heuliañ an hentoù glas hag ar ganol eus Naoned da Vrest.

Ur staj evit an dud o deus ul live etre pe uhel.

An digarez da zeskiñ ha da weladenniñ war ar memes tro (ha d'ober un tamm sport!).

Evit an dud n'o deus ket ur marc'h-houarn, kinnig a reomp deoc'h, gant harp tachenn-gampiñ ar Stêr-Iêr e Karaez, da feurmiñ ur VTT pe ur velo dredan.

Evit kousket, kinnig a reomp deoc'h ivez mont e darempred gant an dachenn-gampiñ, ul lec'h loc'hañ plaset mat evit ar baleadennoù raktreset war velo.

Vallée de L'Hyères - Traoñienn ar Stêr-Iêr

Route de Kerniguez, 29270 Carhaix-Plouguer