Sonadeg gant Lann Pendavat e Sant-Inan
Evit dibenn furchadegoù arkeologel Motenn Morvan, sonadeg gant daou arzour eus ar vro Yann-Ewen L'Haridon hag Elouan Le Sauze.

-
July 2021
-
Tuesday 27
- 18h00 - 19h00
-
Tuesday 27
Anv an daouad a zeu diwar anv ur gêriadenn e Klegereg.
Lann Pendavat a lak da soñjal en ur bern istorioù. Tachenn a oa geuniek gwechall, al lec'h a oa un harz naturel etre ar vro Pourlet, hini Kost ar C'hoad hag ar vro C'hallo.
Ur ganaouenn zo bet skrivet ivez diwar-benn al lec'h-se gant Guillam Er Borgn, peizant desket eus Seglian, e fin an 19vet kantved.
Tro-dro d'ar werz-mañ e lak ac'hanomp an daouad da veajiñ, hag e kas ac'hanomp en dachenn aerouantus ha kevrinus se.
Prest omp !
