Agenda

Nozvezh e brezhoneg e Rostrenn

2 years ago

Wednesday 29 November 2023, 18:30

Nozvezh ispisial en Ti Devine's : kaozeadenn gant Dorig ar C'hraz da 6e30 hag abadenn sonerezh Breizh da 8e. Dav e vo goulenn e brezhoneg evit kaout ur bannac'h !

Nozvezh e brezhoneg e Rostrenn
  • November 2023
    • Wednesday 29
      • 18h30 - 22h30

6e30 : Kaozeadenn gant Dorig ar C'hraz. E-penn ur feurm pedagogel e Tremargad emañ, degemer a ra kampoù e brezhoneg eno. Ha bet eo o veajiñ e-pad miz e Kebek gant e familh.
8e : Abadenn sonerezh Breizh
Kaset gant Yann-Ewen L'Haridon ha Yann ar C'horr. Digor d'an holl sonerien ha kanerien !
Dav e vo goulenn e vannac'h e brezhoneg ! Sikouret e vo an dud n'int ket en o bleud gant yezh ar vro !
Aozet gant an Ti Devine's, Ar Fiselerezh & Raok