Skignadenn An Alc'hwez Aour e Kallag
Da geñver Kallag Kultur e vo skignet an teulfilm "An Alc'hwez Aour", sevenet gant Mikael Baudu. E brezhoneg, istilet e galleg. Gant ur film berr a-raok.
-
August 2021
- Monday 23 20h30 - 22h30
Er bloavezhioù 60 e veze komzet ar yezh ingal e kêriadennoù Breizh Izel, met chomet e oa a-sav ar bras eus an dud da gomz anezhi ouzh o bugale.
D'an deiz hiziv un 20 000 bugel bennak a zesk ar yezh e skolioù divyezhek. Pep bloaz e vez degadoù a dud o vont da zeskiñ ar yezh dre ar stummadur dibaouez evit ijinañ ur vuhez gant ur vicher nevez. Diaes eo beajiñ war hentoù pe e kêrioù Breizh Izel hep merzout panelloù divyezhek...
Daoust m' emañ ar bras eus ar vrezhonegerien en tu hont da 70 vloaz ez eus bremañ ur rummad nevez a vrezhonegerien. Kemer a ra ar yezh he flas muioc'h mui dindan hon daoulagad, met strishaet eo he zachenn implij ha ne glever anezhi war ar pemdez nemet en un nebeud skolioù kevredigezhioù, ostalerioù, embregerezhioù stag ouzh ar media, pe kêriadennoù e-lec'h ma vev tud kozh dreist-holl. An teulfilm-mañ a gont ar stourmoù-se gant dielloù, sav-boent sokiologourien hag istorourien ha testeni emsaverien o deus stourmet evit klask cheñch penn ar vazh...
Da-heul ar film e vo ur gaozeadenn lusket gant Yann-Pier Deredel, kelenner war ar brezhoneg, e-karg eus yezhoù Breizh er SNES-FSU.
Aozet gant ar gevredigezh La Belle Équipe.