[RAOK AN HAÑV] Tremen ar Redadeg e Rostrenn
Un endervezh gouel a vo evit tremen ar Redadeg e Rostrenn : skolioù o kanañ, kaozeadenn, fest-deiz hag abadenn sonerezh Breizh.
![[RAOK AN HAÑV] Tremen ar Redadeg e Rostrenn](https://cdn.openagenda.com/main/d0171890deb5439d9febf88c8119de4e.base.image.jpg)
-
May 2024
-
Thursday 23
- 15h00 - 23h00
-
Thursday 23
Ar Redadeg a vez galoupet war- droad hag a-eilek e Breizh evit ar brezhoneg. Pep kilometr a c’hell bezañ prenet met gellet a reer dont da redek pe da harpañ ivez.
Treuzet e vo meur a gumun e Kreiz-Breizh d’an 23 ha 24 a viz Mae, gant abadennoù war an hent.
Un endervezh gouel a vo evit an tremen e Rostrenn d’ar yaou 23!
> Da 3e e vo kanet gant bugale hentadoù divyezhek skolioù ar gêr.
> Da 4e e vo redet e kreiz-kêr.
> Ha da-heul, da 5e, ur gaozeadenn gant Rozenn Taleg, kanerez o chom e Rostrenn hag he deus savet un abadenn diwar-benn
ar varzhez eus ar vro Filomena Kadored.
> Hag evit echuiñ fest-deiz da 6e hag abadenn sonerezh Breizh da 8e gant Yann-Ewen L’Haridon haFloriane Le Pottier. Digor d’an holl sonerien ha kanerien!
Dav e vo goulenn e vannac’h e brezhoneg ! Sikouret e vo an dud n’int ket en o bleud gant yezh ar vro.
Kevelerezh gant Ar Fiselerezh.
