Pezh-c'hoari Kakaw (Strollad La Obra)
Kakaw a gaso ac’hanoc’h war roudoù an hengounioù produiñ chokolad e Amerika Latin, deus o orin betek ar beveziñ hollvedel a-vremañ.
-
March 2019
- Tuesday 05 20h30 - 22h00
E traon tout ar menez, en ul lec’h e Amerika Latin, e veve div vaouez gozh. Ken kozh e oant, ma veze lâret e oant bet krouet gant al loar, asambles gant ar plantoù hag al loened pa oa c’hoazh difreuz an douar. Un deiz ez eo taget ar geriadenn gant ur c’hleñved-red a laka an hengoun en arvar, a dro ar beizanted da sklaved hag a zifen outo debriñ ar chokolad a vez produet ganto, ar pezh a zo ho nerzh-buhez. Ret e vo d’an divig kozh, mirourezed ar c’hempouez sekred, kaout nerzh-kalon evit pareañ ar geriadenn...
Yezhoù implijet : brezhoneg, galleg, maya-tsotsil ha spagnoleg.
Aozet gant Leurenn Glenmor, Emglev Bro Karaez ha lise Diwan.