Yao ! Lañset omp ! (Kamp hañv e brezhoneg, 8-10 vloaz)
Dont a rafes da foetañ bro war velo pell diouzh an otoioù trouzus ? Gwall blijet e vi neuze oc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh a-hed hentoù-houarn kozh. Aozet gant KLT.
-
July 2021
- Sunday 11 9h00 - 23h59
- Monday 12 0h00 - 23h59
- Tuesday 13 0h00 - 23h59
- Wednesday 14 0h00 - 23h59
- Thursday 15 0h00 - 23h59
- Friday 16 0h00 - 23h59
- Saturday 17 0h00 - 17h00
Loc’hañ a raimp eus An Uhelgoad etrezek Konk-Kerne war heñchadoù 30 kilometr bennak war an hent glas. War ar roll : un tamm sport ‘ta war hon zrankilite, kampiñ, bizitañ traoù a bep seurt, beilhadegoù en ur ganañ ha dañsal dindan ar stered, c’hoari… Ur wir valeadenn etre kamaraded ha kamaradezed e vo ! Pep tra a vo aesaet gant ur velo e stad vat, un tokarn evel-just, ar seier e-barzh ar garavanenn ha da zivhar prest da droadikellat.