Master klas kontadennoù
Master klas kontadennoù hengounel e brezhoneg e 2024 kaset gant Awenn Plougoulm, Alan Tudoret, Anne Bellour ha reoù all...

-
October 2024
-
Saturday 19
- 9h30 - 17h00
-
Saturday 19
Un astenn da zevezhioù 2021, 2022 ha 2023 ha d'an atalier kaset e miz Gouere tremenet e-ser KEAV. Teñzor ar c'hontadennoù hengounel - eus Breizh ha pelloc'h ; doareoù da gontañ hiriv hag e brezhoneg ; embregiñ kevret ; dizoloiñ teknikoù... Bezañs konterion ha konterezed anavezet (F. Chauffin…) Tri atalier arbennik.
Da glozañ an devezh : un abadennig kaset gant ar berzhidi, digor d'an holl.
TRI ATALIER ARBENNIK :
1. Awenn Plougoulm : Cheñch mouezh, implij ar c’hwezh, ar c’horf : pleustr hag alioù evit magañ ar varregezh da reiñ ton ha da vezañ en e vleud er jeu.
2. Alan Tudoret : Derc'hel soñj eus ur gontadenn evit marvailhiñ dirak an dud. Troiennoù evit boulc'hañ ha klozañ. Degas fent en istor.
3. Anne Bellour : Dibab ur gontadenn a c’hell digeriñ spered an arvesterien war bed ar faltazi en ur zerc’hel harp ouzh elfennoù ar bed gwir. Saousañ an dud etre div c’harzh uhel : hini ar wirionez ha hini ar faltazi.
Evit piv eo ?
Konterien.ezed dija “war ar vicher” ha tud-all c’hoant dezhe en em lakaat da gontiñ; kelennerion.rezed, animatourion.rezed kreizennoù vakañsiñ pe tier ar re gozh… Digor da berzhidi an devezhioù kent ha d'ar re-all c'hoant dezhe dizoloiñ, esaeañ…
Brezhonegerien.erezed dre ret.
Evezhiadennoù :
- Devezh kaset penn-da-benn e brezhoneg;
- Merenn tennet ag ar sac’h.
