Agenda

Kaozeadenn : Treuzkas brezhoneg er familhoù

3 years ago

Friday 10 March 2023, 19:00

Kaozeadenn e brezhoneg, a c'heller treiñ war-eeun e galleg, gant Katell Chantreau, soutenet ganti un dezenn doktorelezh war an treuzkas brezhoneg er familhoù e 2022.

Kaozeadenn : Treuzkas brezhoneg er familhoù
  • March 2023
    • Friday 10
      • 19h00 - 22h00

Degasit un tamm boued da rannañ evit ur pred boutin !
Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ? Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm e doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezhel, evel un toullad choazoù all, ne deuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù e vez levezonet gante choazoù yezhel ar gerent : an oad hag ar mod m’eo bet desket ar brezhoneg, an dalvoudegezh bet roet d’ar yezh en istor personel, ar santimant barregezh war ar brezhoneg, ar jener, ar pried, ar vugale, ar rouedad skoazell, ha me oar. Pouezus eo bezañ emskiant eus an elfennoù-se evit ijinañ doareoù da souten an tadoù hag ar mammoù zo en em lañset b’an treuzkas brezhoneg d’o bugale.