Agenda

Gouel ar C'hleuzioù

4 years ago

Saturday 4 June 2022, 11:00

Pik-nik ha da-heul divizoù, prezegennoù, skignadennoù teulfilmoù ha filmoù, diskouezadegoù, baleadennoù, abadennoù sonerezh (fest-deiz, sonadeg), c'hoarioù evit ar vugale, standoù a bep seurt hag all.

Gouel ar C'hleuzioù
  • June 2022
    • Saturday 04
      • 11h00 - 19h00

Arruet skuizh gant an diskar kleuzioù hag ar fed stouvañ hentoù don, strolladoù gant tud eus ar vro evit bezañ war evezh zo bet savet e Kreiz-Breizh (Kallag, Sant-Vaeg, Speied). Harpet int gant tud, peizanted ha kevredigezhioù eus an endro (Dour ha Stêrioù Breizh en o zouez).
Hon gweledva ha maezioù a vez cheñchet bemdez, kazi bep eur zoken.
Ha moaien zo da vout ankeniet evit an amzer da zont.
D'ar 4 a viz Even 2022 e vo devezh etrebroadel an endro, un digarez da vont war-zu tud ar vro evit kelaouiñ anezhe.
E Speied e vo e-lec'h m'eo bet distrujet 4km kleuzioù war bord ar c'hanol.

Chapelle du Krann - Chapel ar C'hrann

Rue du Crann, 29540 Spézet