Agenda

Emvod lec'hel gant Kelennomp e Karaez

3 years ago

Tuesday 11 April 2023, 17:45

Ur gevredigezh evit ar brezhoneg e bed an deskadurezh eo Kelennomp, evit an holl re a gelenn e brezhoneg pe ar brezhoneg er skolioù, er skolajoù, el liseoù, er skolioù-meur.

Emvod lec'hel gant Kelennomp e Karaez
  • April 2023
    • Tuesday 11
      • 17h45 - 19h45

Evit ho kelaouiñ, ho skoazellañ ha kas hor micherioù war-raok ar pellañ ar gwellañ.
Emvod lec'hel evit kinnig framm nevez Kelennomp : Micherelaet eo bet ar gevredigezh gant ur goprad evit bezañ efedusoc'h hag ober muioc’h a draoù (muioc’h a emvodoù lec’hel, aozañ strolladoù lec’hel, pouezañ war an Deskadurezh-Stad, an dilennidi, kelaouiñ ar mediaoù...).
Ho kelaouiñ : Koulzad kelaouiñ 2023 evit an hentadoù divyezhek, Kendivizad Stad-Rannvro 2022-2027 nevez evit ar c'helenn brezhoneg : petra a chañch pe get a-fed stummadur dibaouez, al lec’hioù stummañ, an ehanoù stummañ..., Lezenn Molac evit ar c’helenn brezhoneg d’an holl, kelc’hlizher miz Kerzu 2021 war ar yezhoù «rannvro» ...

Registration: