Kafe brezhonek e Gouezeg - Prezegenn gant Gwenael Maze
Piv e oa Frank Caro ? Gwenael Maze a ginnigo e vuhez deomp e Gouezeg

-
April 2023
-
Monday 24
- 14h30 - 17h00
-
Monday 24
Strollad Kafe Brezhonek Gouezeg a ginnig un abardaevezh prezegenn hag eskemmoù gant Gwenael Maze diwar-benn buhez Frank Caro.
Piv e oa ? Penaos en deus merket spered tud Gouezeg ha lec'hioù all er bed ?
Evit hen gouzout, deuit da Ouezeg d'al Lun 24 a viz Ebrel da 2e30, an emgav a zo roet en ur sal eus skol gozh ar baotred, e-kichen an ti-kêr.
Aozet gant Sevenadur evit an holl e Gouezeg : Anna ar Gow ha Dominique Merrien.
Digoust eo ! Digor d'an holl re a oar brezhoneg pe a zo o teskiñ.
