Beilhadeg er Fouilhez
Deuit d'ur veilhadeg e brezhoneg er vilin etre Kerberou ha Kerven (Ar Fouilhez) !
-
November 2024
- Friday 08 19h00 - 23h00
Ur mont en-dro ispisial a zo, dav eo d'an holl profañ un dra bennak, un tamm "boued arzel" (pe d'unan er familh da vihanañ) : ur ganaouenn, ur gontadenn, un ton sonerezh, ur varzhoneg...
Plas a vo evit un 30 bennak a dud. Lakaat hoc'h anv dre ret ma 'z oc'h dedennet, hag ivez anvioù izili ho familh mar plij, pouezus eo evit kontañ an niver a dud.
Ne c'hellomp ket degemer muioc'h eget 30 den dre ma vo er saloñs*.
Goude un eurvezh e vo graet un troc'h, un antrakt, un tamm-kreiz ma karit, gant ar pezh ho po degaset da zebriñ ha da evañ.
*Ma vez re a dud dedennet e vo kinniget un deiziad all diwezhatoc'h!
Registration: