Atalier kan gant Katell Kloareg hag Anne-Cécile Poyard
Deskiñ ur ganaouenn gant Katell Kloareg hag Anne-Cécile Poyard ha mont da ganañ anezhi war marc'had Karaez e fin an atalier !

-
December 2023
-
Saturday 02
- 9h30 - 12h00
-
Saturday 02
Atalier kan gant Katell Kloareg hag Anne-Cécile Poyard
Deskiñ ur ganaouenn gant Katell Kloareg hag Anne-Cécile Poyard ha mont da ganañ anezhi war marc'had Karaez e fin an atalier !
Un istor hir a vignoniezh gant ar sonerezh zo etre Katell hag Anne-Cécile !
Tost an eil deus eben ha leun a startijenn, kanañ a reont kan-ha-diskan ha kanioù a-boz eus Breizh Uhel hag Izel.
Atalier kaset bep sadorn kentañ ar miz etre 9e30 ha 12e, e Ti ar Vro e Karaez, gant kanerien ha kanerezed disheñvel bep tro.
Priz leun : 15 € / Priz digresket (tud dilabour, RSA, studierien) : 10 €
+ Emezelañ 10 € d'ar gevredigezh Raok ma n'oc'h ket ezel c'hoazh
Gwelloc'h gouzout un tamm brezhoneg evit heuliañ an atalier-mañ.
Lakaaet e/hec'h anv : 06 13 71 88 88 / raok.bzg@gmail.com
Kenurzhiañ : Ifig Flatrès
