Agenda

Apero-Kwiz e Karaez

17 May 2019 | 18h30 - 20h00

Friday 17 May 2019, 18:30

C'hoari kinniget un tamm pep lec'h e Breizh. Darvoud aozet amañ gant Emglev Bro Karaez ha Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh.

Apero-Kwiz e Karaez
  • May 2019
    • Friday 17 18h30 - 20h00

Savet eo bet ar c'hoari, ar reolennoù, ar goulennoù hag all gant ur skipailh bodet e DAO, kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Spi hon eus e vo kement a blijadur gant ar berzhidi hag hon eus bet ni o sevel ar c'hoari !

Ur c'hoari dre skipailhoù eo ar c'hwiz, skipailhoù etre 3 ha 5 den, ar vugale adalek 10 vloaz a c'hell kemer perzh, o vezañ a gevred gant tud deuet. 5 tem goulennoù a vo : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, ha brezhoneg. E pep tem e vo goulennoù aes evit ar vugale ha reoù ziaesoc'h pe dic'hortoz… E-touesk ar plijadurioù kinniget e vo dav respont da c'houlennoù digor pe goulennoù-dibab evel-just, met ivez anavezout trouzioù pe mouezioù, lec'hiañ skeudennoù….

An holl a vo degemeret en abadenn. Pa vo lavaret ar goulennoù e brezhoneg nemet ken e vo memestra posupl heuliañ ha kemer perzh er c'hoari evit an deskidi pe ar gerent a zeuio gant o bugale, pa vo skignet pep tra e brezhoneg ha galleg ouzh ar skramm.