Agenda

Sinema e brezhoneg e Karaez

30 March 2023 | 18h00 - 19h30

Thursday 30 March 2023, 18:00

Menez Are war ar skrammoù! Ur programm 3 film, etre faltazi, barzhoniezh ha klip ! Kaou Langoed, Yann-Edern Jourdan ha Bernez Tangi a vo war al lec'h evit komz gant an dud goude ar skignadenn.

Sinema e brezhoneg e Karaez
  • March 2023
    • Thursday 30 18h00 - 19h30

TERMAJI (23 mn / 2021). E brezhoneg, istitlet e galleg.
Seveniñ : Avel Corre
Gant : Kaou Langoët, Manuella Flouriot
Produiñ : TITA Productions
Un tu bennak war an harzoù... Kaou, un treizher yaouank o chom en ur gêriadenn, a gej ouzh Anjela, hag a zo klask treuziñ an harzoù asambles gant he re. Tud ar gêriadenn zo lakaet diaes gant an dermajied, ha strafuilhet Kaou gant Anjela. Penaos mont hebiou d'ar rakvarnoù, c'hoantaat an dic'hoantaus ha mont dreist an harz ?
---------
ANNA JAOUEN (21 mn / 2018). E brezhoneg, istitlet e galleg.
Seveniñ : Maël Diraison
Gant : Aziliz Bourgès, Laors Skavenneg, Mélanie Giotto,Sarah Floc'h
Produiñ : Kalanna Production
En ur vro gant cheñchamentoù ekonomikel don war ar maezioù e krog ur bed nevez gant muioc’h a frankiz. Anna Jaouen a gont istor ur redadenn, ur stourm evit chom bev, ur vaouez a gerzh rak n’he deus ket ar choaz. Neuiñ pe veuziñ an hini eo ha n’he deus ket c’hoant-hi mervel.
---------
MA ZAMM KROC'HEN N'EO KET DA WERZHAÑ (4mn / 2022). E brezhoneg, istitlet e galleg.
Seveniñ : Kaou Langoët, Miguel De Brito
Brezhoneg dibunet ha skrivet gant : Bernez Tangi
Sonerezh dibar : Brendan Tangi
Gant : Bernez Tangi
Produiñ : Morzhol Prod
Ur c'hlip sevenet e Menez Are, lusket gant an ton "Ma zamm kroc'hen n'eo ket da werzhañ", skrivet ha dibunet gant ar barzh Bernez Tangi.

Cinéma Le Grand Bleu - Sinema Ar Gazeg C'hlas

Rue Jean Monnet, 29270 Carhaix-Plouguer