Riboulerien ar Lanneier (Kamp-hañv e brezhoneg, 6-13 vloaz)
Deus d’ober anaoudegezh gant an natur er menez Are, loened gouez etre koadoù ha lanneier.
-
August 2024
- Sunday 25 9h00 - 17h00
- Monday 26 9h00 - 17h00
- Tuesday 27 9h00 - 17h00
- Wednesday 28 9h00 - 17h00
- Thursday 29 9h00 - 17h00
- Friday 30 9h00 - 17h00
- Saturday 31 9h00 - 17h00
Gall’ a ri mont war roudoù al lern pe ar broc’hed, pe loened diwelus evel an dourgi.
Pa serro an noz e vo poent d’hon divskouarn bezañ lemoc’h evit biskoaz evit klevet hopadenn ar gaouenn, youc’hadenn ar yourc’h pe mouezh skiltr al logod-dall.
Mont a raimp da roeñviñ evit sourpren laboused an dour ha krapat gant brankoù ha kordennoù war un droiad-gaer er gwez.
Klask ‘rimp kompren gwelloc’h an amprevaned a-raok laoskel anezho da vont kuit !
Moien ‘vo e-pad ar sizunvezh-mañ dizoloïñ c’hoarioù nevez e-leizh, heniennoù pe c’hoarioù a-stroll, dre labour-zorn pe speredekoc’h, troet war-zu kevaezerezh pe kenoberezh.
Ijinet ha savet ‘vo a-gevred c’hoarioù gant traoù a vo dastumet er vro.
Lojet ‘vimp en Ti menez Are lec’h emañ un dachenn-sport hag ur c’hoad hud tal-kichenn.
Gall’ rimp mont da gousket un nozvezh dindan un tipi pe dindan hol lochenn savet ganeomp araok klozañ penn-diwezhañ hañv ar riboulerien gant ur fest a-feson etrezomp.