Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri
Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.
Gouel al levrioù e Breizh 2024
35vet Gouel al levrioù e Breizh gouestlet er bloaz-mañ d'ar yaouankiz.
Istorioù iskis ar c'hoadoù
Gant e glarinetenn, ar soner ha konter Dominique Jouve a gaso ac'hanoc'h a-dreuz kevrinoù ar c'hoadoù.
Stummadur DABU donaat e brezhoneg
Stummadur donaat DABU war an natur hag ar c'hoarioù bras.
Fest-noz Kala-Goañv e Langoned
Aozet gant Div Yezh Langoned. Gant : Fleuves, Seim, Landat/Moisson, L'Haridon/Le Pottier, Poulériguen/Le Strat ha Bugale skol Jean Moulin.
Atalier kan gant Brigitte Le Corre ha Marie-Laurence Fustec
Deskiñ ur ganaouenn gant Brigitte Le Corre ha Marie-Laurence Fustec ha kanet e vo anezhi war marc'had Karaez e fin an atalier !
Damp da gaozeal ba Langoned
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
Abadenn kontañ kaoz gant Roger Hénaff e Gourin
D'ur Sadorn e vo kaozeadenn ar Yaou evit ur wech peogwir e vo degemeret en-dro Roger Hénaff, brezhoneger ampart, da gaozeal diwar-benn gwiskamant hengounel bro Gourin.
Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri
Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.
Nozvezh ar Gavotenn 2024
A-hed an dibenn-sizhun : fest-noz, nozvezh kan ha kont, bal, stajoù kan-ha-diskan ha sonerien, komzadenn diviz e brezhoneg, nozvezh sinema...