Agenda

Koed-Lanta en ti-feurm (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 /11-14 vloaz)

27 July 2024 | 9h00 - 17h00

21 - 27 July

Deus da vevañ ar vakañsoù e-giz ur gwir trapeur, e-barzh un ti-feurm bio : gant privezioù sec’h ha skrinkerezoù heol. Aozet gant Koed Barz.

Koed-Lanta en ti-feurm (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 /11-14 vloaz)
  • July 2024
    • Sunday 21 9h00 - 17h00
    • Monday 22 9h00 - 17h00
    • Tuesday 23 9h00 - 17h00
    • Wednesday 24 9h00 - 17h00
    • Thursday 25 9h00 - 17h00
    • Friday 26 9h00 - 17h00
    • Saturday 27 9h00 - 17h00

N’em santout a rez avañturer.ez ? Sed aze ur c’hamp a zere evidout !
Deus da vevañ vakañsoù dreistordinal en natur en ti-feurm bio, lec’h ma ne chom nemet da huñvreal, ijinañ ha krouiñ.
Gellout a ri mont da avañturiñ a-hed an deiz da-heul Belem, hon azen a zougo ar pik-nik.
E-pad ar c’hamp, dindan deltenn e-kreiz ar gwez avaloù e teskiñ prientiñ ar predoù war an tan, gant boued eus ar vro a zere gant ar c’houlz amzer.
Tu vo dit kemer perzh er c’hamp o kinnig mennozhioù hag obererezhioù a blij dit, ha perak pas kousket e kambr ar stered...
>> Daou strollad disheñvel a vo aozet hervez an oadoù, evit ma c’hellfes kemer perzh e obererezhioù a glot gant ’pezh ’po c’hoant d’ober !

Eko-Domani Koed ar Barzh - Eco-Domaine Le Bois du Barde

Coat an Bars, 22110 Mellionnec